Ar rouedad Johnny, diaraoger ar stourm kuzh

Aozer : Emmanuel Couanault / Eost 2022
Eus miz Meurzh 1941 d’an nevez-amzer 1942 he deus c’hoariet ar rouedad Johnny ur roll eus ar c’hentañ tout war dachenn an titourerezh hag ar stourm kuzh. Diazezet e Penn-ar-Bed, e astenn hec’h obererezh dindan un nebeud mizioù war-zu an Naoned, Rouen ha Pariz. Etre miz Meurzh ha miz Mezheven 1942 e vo kaset an aozadur-se da netra avat, pa vo harzet meur ha meur a hini eus e izili. War an diwezhadoù hepken e vo anzavet ar roll a ziaraoger he deus bet ar rouedad-se.

An arvor e Breizh a zo ul lec’h strategel kerkent hag er mizioù kentañ goude aloubadeg ar vro. Treizhañ Mor Breizh dre guzh a vez graet gant meur a vag pesketa. Ar re a zo kontant da achapiñ a gemer hentoù a gas anezho etrezek porzhioù Penn-ar-Bed. D’an 31 a viz Here 1940 e erru Robert Alaterre e Bro-Saoz, goude 11 devezh kaset gant red an dour, er gwallamzer, e bourzh ar Petite-Anna aet kuit eus Douarnenez. D’ar 16 a viz Kerzu 1940, ez a kuit Jean Le Roux eus Kameled e bourzh ar vag-grilheta Émigrant. Dastum titouroù en takad ac’hubet zo deuet da vezañ ar brioriezh strategel dreist pep tra evit ofiserien armeoù Breizh-Veur. Tuta a ra an Intelligence Service evit sevel akipajoù d’ober war-dro ar skingas dindan guzh. E miz Gouere, ar jeneral de Gaulle a garg ar c’habiten Dewavrin (« Passy ») da sevel ur servij titourerezh. Mennozh ur gefridi lakaet e boutin zo meneget e-pad ur pennadig, met disfiz zo diouzh an daou du. Breizhveuriz eo a gemer an tu kreñv, war dachenn an tuta gwazourien pergen. Dilestrañ a ra Alaterre ha Le Roux d’an 19 a viz Meurzh 1941 war un draezhenn e Lambaol-Gwitalmeze (Penn-ar-Bed). Pep a bost radio ganto, emañ dezho da aozañ an dastum titouroù strategel ha da gas ar re-se da Londrez. D’ar 27 a viz Meurzh, e Kemper, e sav Jean Le Roux ar c’hentañ skingaserezh padus adalek an takad ac’hubet. Anv Jean Le Roux eo a zo roet gant Breizhveuriz d’ar rouedad-se : Johnny’s Group.

Deskiñ titouriñ ha stourm dindan guzh

En ur ober un nebeud mizioù e teu a-benn Alaterre ha Le Roux da duta a-walc’h evit gallout kas titour dre radio. E-giz-se e tapont skingas keloù da Londrez eus ar batimantoù alaman e Brest (dreist-holl an daou groazer Schnarhorst ha Gneisenau) : da belec’h ez eont, pere zo o vezañ raparet. Peotramant c’hoazh diwar-benn an danvezennoù kimiek a ya d’ober al latar artifisiel implijet gant an Alamaned evit parañ ouzh ar bombezadegoù dre girri-nij. Kas keloù dre radio eo karg ispisial Le Roux. Goude un nebeud sizhunioù e Kemper e cheñch lec’h ingal evit skingas, hag e-mesk al lec’hioù ma kav repu ez eus manerioù eus trowardroioù kêr. Ur roll diaraoger he deus ar rouedad Johnny ivez evit a sell an taolioù-brezel war vor gant ar Royal Navy, kehentiñ dre guzh ha kas-degas paotred, postoù skingas pe arc’hant etre Frañs ac’hubet ha Bro-Saoz. Lakaet e vez emgav diouzh an noz e-tal an arvor e Breizh, etre listri-spluj eus Breizh-Veur ha bagoù pesketa. Tri zaol zo kaset da benn evel-se e mizioù Gouere, Gwengolo ha Du 1941, ha dre berzh an taol diwezhañ e teuer a-benn da silañ kuit Robert Alaterre hag a oa « grilhet », kredapl bras, da lavaret eo bet diskoachet gant an enebourien.

An treseal hag an distruj

Kerkent ha 1940 emañ an arvor e Breizh dindan evezh an Abwehr, enepspierezh an armeoù alaman, hag a zeu a-benn da silañ e dud er metoù liammet ouzh ar filierennoù a gustum sikour ar re war dec’h. E-kerzh an hañv 1941 e tegouezh meur a daol fall. Peogwir ez eo posubl e vije bet graet ur spislec’hiadur radiogoniometrek en em gav broudet Le Roux da duta un oberataer, diwar dizh, ha da staliañ ur skingaser e Karaez e fin miz Eost 1941. Diskoachet eo hemañ avat, hag harzet d’an 9 a viz Gwengolo. En em dennañ a ra pelloc’h Alaterre ha Le Roux neuze, betek Roazhon, hag eus ar gêr-se e skingasont adarre etrezek Londrez. E fin miz Du ez eo erlec’hiet Alaterre e penn an traoù gant André Malavoy, un den yaouank a 26 vloaz ha n’eo ket anavezet gant an izili all. Diorren a ra Malavoy ar rouedad e Pariz hag e Rouen dindan un nebeud sizhunioù, tuta a ra kalzik gwazourien ha titourerien dre ma anavez ur bern tud. Diemglev bras a sav prestik avat etre hennezh diouzh un tu, Le Roux ha gwazourien all diouzh an tu all, rak ar re-se ne gavont ket reizh e veli nag e zivizoù. Muioc’h-muiañ a gemennoù diwall a vez e deroù 1942. Bet eo an Abwehr o furchal, gant pasianted. Kreskiñ a ra an aon, an diskred, ar gredenn ez eus un treitour er rouedad, kemend-all ma sav dizurzh enni. Etre ar 14 hag ar 16 a viz C’hwevrer ez eo harzet an dud a oa bet da zigentañ tout er rouedad, ha Malavoy ivez, e Kemper hag e Konk-Kerne. Hag er sizhunioù war-lerc’h, setu dispennet ar rouedad e Penn-ar-Bed, e Roazhon hag e Pariz, e-skeud m’en em gav troc’het al liamm diouzh Londrez tra-penn d’ar chikanerezh diabarzh. Ral eo an hiniennoù a zichap, en o zouez Jean Le Roux a zeu a-benn da vont betek Londrez e miz Meurzh 1943. E-keit m’emañ ar Rezistañs diabarzh o kreñvaat e pep lec’h, ez a ar rouedad Johnny da get goude daouzek miz a labour stank ha start. Diwar 197 den bet renablet er rouedad-se da geñver an Dieubidigezh, 53 zo bet lazhet ha 60 zo bet deportet pe bac’het.

War-lerc’h ar rouedad : diaes ar jeu

Jean Le Roux medalennet gant ar c’horonal Kersaozon, d’an deiz ma voe dizoloet war an ton bras ar blakenn-goun, d’an 8 a viz Mae 1955. (Le Grand Alain ha Thomas Georges-Michel, Le Finistère dans la guerre, levrenn 1, ti-embann La Cité, 1980)

Goude ar brezel e chom obererezh ar rouedad er-maez eus an danevell veur gaullist a vez lakaet e plas da neuze. Endra ma oa sañset ar gefridi da vezañ unan voutin etre ar Frañs Libr ha Breizh-Veur, ez eo bet lezet Passy a-gostez peurvuiañ gant an Intelligence Service. Ur wech distroet e Londrez, krouerien ar rouedad n’int ket deuet mat gant ar BCRA, Burev kreiz an titourerezh hag an ober. Tamall a ra dezho ar burev-se, a zo evel servijoù sekred ar Frañs Libr, bezañ bet o labourat dindan an IS. N’eo ket anavezet nemeur ar roll a ziaraoger he deus bet ar rouedad, gwiriekaet ha pa vije bet goude an Dieubidigezh evelkent. D’an 8 a viz Mae 1955 koulskoude, e Kemper, e stager ur blagenn-goun ouzh moger an ti ma voe skingaset deuzoutañ ar c’hentañ kemenn dre radio, ha d’an deiz-se ivez e vadezer war an ton bras ar blasenn Charles-de-Gaulle hag ar ru d’Estienne-d’Orves. Dre berzh al lid-se, reizhet strizh, e adlakaer marevezh ar rouedad Johnny e-barzh « buhez ar sent » ar gaullisted. Ar blakenn hec’h-unan a zo un testeni eus an adperc’hennañ. Gant al lid-se emañ ar rouedad e barr he brud e-keñver kounal, ur rouedad na vo meneget hec’h istor da-c’houde nemet ral a wech, hag a-zarn. Tost da dri-ugent vloaz goude, setu Jean-Louis Crémieux-Brilhac, istorour, bet rezistant, o tegas soñj eus ar prantad-se, evit kadarnaat pegen pouezus eo bet : « Robert Alaterre, haroz efedus ha didrouz, krouer ha kasour ar rouedad Johnny —direizh eo ez eo-eñ chomet en amc’houloù e skeud lufr ar c’horonal Rémy — a voe an hini kentañ eus ar Frañs Libr […] deuet a-benn da gehentiñ ingal dre radio gant Londrez. » Tud ar rouedad Johnny a voe tud ordinal anezho a rankas deskiñ, o-unan, ha treut o feadra, diazezoù an titourerezh hag al labour kuzh. Hag an deskerezh-se eus ar Rezistañs zo koustet ker-ruz dezho.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Emmanuel Couanault, « Ar rouedad Johnny, diaraoger ar stourm kuzh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/08/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-rouedad-johnny-diaraoger-ar-stourm-kuzh

LEVRIOÙ

  • Albertelli Sébastien, Les Services secrets du général de Gaulle. Le BCRA 1940-1944, Paris, Perrin, 2009.
  • Bougeard Christian, La Bretagne de l’Occupation à la Libération, Presses universitaires de Rennes, 2014.
  • Couanault Emmanuel, Des agents ordinaires. Le réseau « Johnny ». 1940-1943, Locus Solus, 2016.
  • Passy (Colonel), Mémoires du chef des services secrets de la France Libre, Paris, Odile Jacob, 2000 (préface de Jean-Louis Crémieux-Brilhac).

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité