Emichañs eo war ali Yvonne Vendroux, e wreg abaoe 1921, e oa bet Charles de Gaulle o hañviñ — kentoc’h eget o vakañsiñ, d’ar mare-se — un nebeud devezhioù e Benoded e Penn-ar-Bed en hañv 1933. War ur poltred brudet e weler anezhañ azezet war un trañzat, war an traezh, gwisket strikt gant un abid tri zamm hag un tok feltr, e-kichen e verc’h Anne hag a oa trizomek. Penn-kentañ un istor hir o liammañ ledenez Arvorig ouzh an hini ne oa ket c’hoazh ar Jeneral.
Breizh ha drouziwezh miz Mezheven 1940
Lec’hiet evel m’emañ, Breizh zo war hent Charles de Gaulle e miz Mezheven 1940, dre ret. Aet eo hemañ e-barzh ar Gouarnamant, nevez zo, evel Is-sekretour Stad ar Brezel hag an Difenn broadel, goude bet anvet da jeneral brigadenn un nebeud deizioù a-raok. D’an 12 a viz Mezheven 1940 emañ e Roazhon evit ren un emvod a-bouez, a-benn klask seveniñ ur « siklutenn vreizhat ». Simpl eo ar plañ zo empentet : degas an armeoù gall war-gil etrezek ledenez Arvorig evit kas anezho pelloc’h da Norzh Afrika, hag aleshont gounit tiriad Frañs en-dro, evel ur mod « advurzhud » eus « burzhud ar Marne » a oa erruet e miz Gwengolo 1914.
Munudoù e-leizh eus an istor-se, gwall luget, a zo manet dianavezet betek-henn, setu ma chom c’hoazh istor ar « siklutenn vreizhat » da vezañ skrivet. Hervez Geoffroy Chodron de Courcel, eil-a-gamp ar Jeneral,« de Gaulle ne oa ket tamm ebet en soñj da ober eus Breizh ur « fort Chabrol » – re ziwezhat e oa, pelloc’h, evit en ober – met da staliañ ar gouarnamant e Kemper, hag alese e vije bet kaset hennezh dizale da Norzh Afrika, pe war-eeun, pe evel lec’h tremen etrezek Bro-Saoz ». Ma ‘n em gav Breizh kement-se e-kreiz ar jeu, e gwirionez, ez eo tra-penn m’emañ dija o kaletaat an enebiezh a zo o frailhañ ar Gouarnamant etre div gostezenn : ar re a fell dezho paouez gant ar stourm, hag ar marichal Pétain e penn ar re-se, a gav gwell kilañ etrezek Bourdel kentoc’h eget Kemper, evel en hañv 1914… met evel e brezel 1870 ivez.
Bepred, emañ ar jeneral de Gaulle e Roazhon adarre d’ar 15 a viz Mezheven 1940. En otel de Corbin, sez komandamant 10vet rannvro an armeoù, en em gav gant ar prefed ha gant ar jeneraled Guitry hag Altmayer evit reiñ dezho ar gourc’hemennoù diwezhañ diwar-benn an doare da aozañ difennerezh ledenez Arvorig. Charles de Gaulle a ya kuit neuze eus kêr-benn departamant Il-ha-Gwilen, war-zu Karanteg e Penn-ar-Bed, ma c’hell gwelet eno e wreg hag e dri bugel e-pad un nebeud dornadoù munutennoù hepken. Ha setu-eñ e-bourzh ar Milan, ur vatimant a vrezel a gas anezhañ da Blymouth ha pelloc’h da Londrez. Ahont e klev penaos ez eus bet raktreset unvaniñ an div Stad, Frañs ha Breizh-Veur, un intrudu nac’het gant Frañs avat. Mont a ra neuze Is-sekretour Stad an Difenn broadel da Vourdel, hag e-kerzh e veaj dre garr-nij e klev ez eo bet divodet ar c’habined Reynaud ha dilennet ar marichal Pétain evit sevel ur Gouarnamant nevez : p’emañ bremañ hep tamm post ministr na boujedenn, ez a Charles de Gaulle kuit en-dro eus aerborzh Mérignac un nebeud eurioù war-lerc’h. War e hent etrezek kêr-benn Breizh-Veur e tremen e garr-nij dreist Pempont. Repuet eo e vamm, Jeanne, er vourc’hig-se eus Il-ha-Gwilen, met klañv anezhi e varvo d’an 16 a viz Gouere 1940. War urzh an Alamaned n’eus anv ebet skrivet war he maen-bez, kuit a reiñ evel-se nerzh-kalon d’ar Rezistañs. Betek an Dieubidigezh koulskoude e vo degaset bokedoù ingal gant an dud war ar maen-bez…
Breizh er Rezistañs
War-lerc’h dilestradeg ar 6 a viz Mezheven 1944, daoust d’ar pezh o doa soñjet ar Re Gevredet, emgann an Normandi zo ur stourm dizehan, a bep mare, ha dieubiñ ar vro a rank bezañ graet garzh-ha-garzh ha kleuz-ha-kleuz. N’eo ken met e fin miz Gouere 1944 eo, gant Operation Cobra, e teuio an Amerikaned a-benn da doullañ linennoù an armeoù alaman ha da vont e-barzh e Breizh. Roazhon eo ar gêr vras kentañ a zo merket hec’h anv war roll an Dieubidigezh – estreget Caen ha Cherbourg, peurzistrujet gant an emgannoù hag ar bombezadegoù. Redadeg a zo bremañ evit ar jeneral de Gaulle eta, o keveziñ gant kirri houarnet ar jeneral Patton, ur redadeg a zo lakaet da bal dezhi an niverenn 38 eus ar ru du Pré-Botté. Rak evit an hini a zo e penn ar Frañs Libr, dont da vezañ mestr war gwaskerelloù-tro ar gazetenn Ouest-Eclair – chomet feal da gouarnamant Vichy abaoe 1940 – a zo a-bouez bras-kenañ : bremañ eo erruout eno, a-raok an Amerikaned, met ivez a-raok ar Gomunisted.
Kement ha diskouez pegen pouezus eo an darvoudoù a zo oc’h en em gavout da neuze e Breizh, setu ma teu ar jeneral de Gaulle da Roazhon en-dro d’an 21 a viz Eost 1944 – sed pevar devezh a-raok dieubidigezh Pariz – evit embann adsavidigezh ar Republik eno. Pa vo e penn Gouarnamant da c’hortoz ar Republik a Frañs e teuio c’hoazh da ledenez Arvorig. E miz Gouere 1945 ez da weladenniñ Brest, An Oriant ha Sant-Nazer, anezho kêrioù drastet gant ar bombezadegoù. Un nebeud sizhunioù hepken goude m’en deus kapitulet ar Reich e fell d’ar Jeneral adsevel ar vro.
Prezidant
Met dre e vonedonea hir ha luziet, n’eo ket lakaat adsevel tiez ha kêrioù hepken a fell da Charles de Gaulle ober. Hervez e soñj ez eo holl ret lakaat Frañs da gaout ul lezenn diazez pe ur vonreizh eus ar solutañ, un destenn da virout na c’hoarvezfe hevelep treiñ-kildreiñ evel ma oa bet er mizioù diwezhañ eus an IIIde Republik. Setu aze un ton n’houll ket ar Frañsizien selaou avat, ha peogwir ne dap ket an hini a zo e penn ar Gouarnamant da c’hortoz kaout e c’hoant war an dachenn vonreizhel, e ro e zilez d’an 20 a viz Genver 1946. Emañ neuze o voulc’hañ un hir a hent evit « treuziñ an dezerzh » ma kavo tro da ehaniñ meur a wezh e lec’h-mañ-lec’h e Breizh koulskoude, evel en Enez-Sun.
Dont a ra Charles de Gaulle en-dro e penn ar galloud e 1958, graet e vad gantañ eus retorik an den deuet « a-berzh ar brovidañs », hag adarre emañ ledenez Arvorig e-kreiz ar jeu, rak meur a wezh e teuio ar Jeneral da Vreizh. Setu ur prezidant hag a chomo stag e anv ouzh un niver a chanterioù bras, anezho disoc’hoù ul luskad modernadurioù bet roet lañs dezho, e gwirionez, kerkent hag e deroù ar bloavezhioù 1950. Pe e ve ar Radom e Pleuveur-Bodoù, pe ar greizenn vordredan war ar Stêr-Renk, peotramant ar bon listri-spluj nukleel lañser-ijinoù en Enez-Hir, dremm ar vro a cheñch gant ar chanterioù bras-se.
Ar mordreizher France zo lakaet war e gal e 1957 e chanter sevel bigi Sant Nazer, ha moret e vo war an ton bras d’an 11 a viz Mae 1960 gant ar Jeneral. E wreg Yvonne zo maeronez d’ar vatimant-se hag a zo ur wir arouez vroadel evit Frañs. Gwelet a ra Prezidant ar Republik al « lestr »-se evel un « taol kaer » hag « a zoug bri d’ar vammvro, koulz war zouar, dindan zouar, war vor pe en aer ». Ur « serten soñj eus Frañs » en deus ar Jeneral — poz dezhañ — ar pezh a ro e liv d’e bolitikerezh etrebroadel, ha Breizh a zo lodek er « serten soñj »-se hervezañ.
Gwir eo e c’hell gwaz an 18 a viz Mezheven kontañ war gred e rouedadoù skoazellerien e ledenez Arvorig, ar re-se pe un hêrezh eus ar Frañs Libr – gant tud evel René Pleven e Dinan – pe rouedadoù savet gant pasianted d’ar c’houlz ma oa o « treuziñ an dezerzh » – gant tud evel Olivier Guichard er Baol, da skouer. Daoust hag an dra-se eo zo kaoz ma vez karet ar jeneral er vro-mañ ? Ar Vretoned, bepred, hag an Alzasianed ivez pa vo lavaret, a vot a-du gant an hini a zo e penn ar Stad da geñver e referendom e miz Ebrel 1969 diwar-benn adreizhañ ar Sened ha krouiñ rannvroioù. Evit Frañs en he fezh avat ez eo disheñvel an disoc’h, rak 52,87% eus ar voterien zo savet a-enep e ginnig : miz Mae 1968 zo bet, ha laosket en deus roudoù. Ha setu ma ro krouer ar Vvet Republik e zilez kerkent. An dud a vo esmae enno da vat pa varvo, un nebeud mizioù da-c’houde, d’an 9 a viz Du 1970.