Charles de Gaulle hag ar Rezistañs vreizhat

Aozer : Erwan Le Gall / Ebrel 2022

A-hed an Eil Brezel Bed e voe liammoù stank etre penn ar Frañs Libr ha ledenez Arvorig. Tost evel m’emañ Breizh-Vihan ouzh Breizh-Veur, eus ar vro-mañ eo e vo ar baotred kentañ o vont di a-youl, evel da skouer ar 128 enezour aet kuit e-bourzh o bagoù eus Enez-Sun e miz Mezheven 1940. En diskar-amzer 1941, un uhelgargad yaouank, Jean Moulin e anv, bet isprefed Kastellin e Penn-ar-Bed, a zeu d’en em lakaat dindan urzhioù ar Jeneral, ha dont a raio war-lerc’h da vezañ e gannad personel e Frañs aloubet zoken. Anvet e vo « Breizh » (Bretagne) ez-ofisiel ur strollad bombezerien eus aerlu ar Frañs Libr, un nebeud sizhunioù goude.

Menegiñ a c’hellfer nouspet taol-kaer brezel c’hoazh, pe e ve Operation Chariot e porzh Sant-Nazer pe strouezheg (« maki ») Sant Marsel er Mor-Bihan. Kemend-all a stourmoù hag a zegas soñj eus ar plas bras a oa bet hini Breizh evel tachenn emgann, da geñver dieubidigezh Frañs. Ar jeneral de Gaulle e-unan a ouie kement-mañ re vat, rak ur Groaz a roas da Enez-Sun ha da gêr an Naoned ivez, evit anviñ an eil koulz hag eben da Gompagnunezed an Dieubidigezh.

Daoust ha reizh eo, evit kelo-se, goulakaat dalc’hmat-dalc’hmat ul liamm etre ar jeneral de Gaulle hag ar Rezistañs vreizhat ? N’eo ket, ha meur a abeg zo da chom hep ober. Kentañ tra, lod eus ar fedoù brezel meneget uheloc’h n’o deus netra da welet gant ar Frañs Libr, pe dost, da skouer Operation Chariot n’en deus ket. Eil tra, bezomp soñj pegen strizh eo al lavarenn « Rezistañs » pa vez distaget en unander, gant al liesdoare ma oa bet e gwirionez : endra ma tisklêrie kalz a stourmerien eus Arme ar skeudoù heuliañ ar jeneral de Gaulle, e veze savet uhel ar banniel ruz gant kalz reoù all ivez peogwir e lakaent o esperañs er Strollad Komunour PCF. Betek p’emeur ganti, ar mennozh a « Rezistañs vreizhat » e-unan eo a zo kudennek. N’eo ket bet gwall zisheñvel ar stourm ouzh Vichy hag ouzh an alouberien nazi e ledenez Arvorig diouzh ar pezh a c’helled gwelet er Vendée, en Normandi, peotramant c’hoazh e bro Pariz. Ar memes riskloù eo a vez kemeret, hag ouzhpenn da se, e Breizh evel e lec’h all, ez eus hiniennoù a choaz hentoù all, betek mont da « gollabo ». Ur wirionez trist ha kriz, hag unan na vez ket kavet eus tu ar wazed hepken met ivez e-mesk ar merc’hed, evel ma tegas deomp da soñj al labour istorour kaset da benn gant Fabien Lostec. Gwell komz amañ eta eus « Rezistañs e Breizh » kentoc’h eget eus « Rezistañs vreizhat ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Charles de Gaulle hag ar Rezistañs vreizhat », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/04/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/charles-de-gaulle-hag-ar-rezistans-vreizhat

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité