Labour-douar a bep seurt war inizi ar C'hornôg

Aozerez : Naïla Bedrani / Meurzh 2024
Douaroù a c'hounidigezh hag a sevel chatal eo an inizi, met war ziskar eo aet al labour-douar enno en 20vet kantved. Kreskiñ a ra kalz an niver a atantoù bremañ, diorren a ra al labourerezh-douar en-dro, hag eñ liesseurt-tre hervez an inizi. Met kalz a harzoù a zo war an hent c'hoazh, evel an diraez d'ar font ha d'ar savadurioù, an diemglevioù war an implijoù ha gant an amezeien, ar reolennoù war gwarez an endro pe an dreistkoustoù a zeu eus an treuzdougen war vor.

C'hwezek enez o devez ar statud a gumun (pe a etrekumuniezh) war aodoù Kornôg ar Frañs : eus an hanternoz d'ar su emañ Enez-Vriad, Enez-Vaz, Enez-Eusa, Molenez, Enez-Sun, Enez-Groe, ar Gerveur, Houad, Edig, Enizenac'h, an Arzh, Nervouster, Enez-Euz, Enez-Ré, Enez Aix hag Oléron. Talvoudekaet eo bet an holl anezho gant al labourerezh-douar e-pad meur a gantved. Bras eo bet perzh al labour-douar evit frammañ aozadur tachenn an inizi ha buhez sokial an enezidi, pa vefe labour-douar emvevañ, pe kenwerzhel zoken war an inizi brasañ. Ar stad a enez, koulskoude, n'eo ket a-walc'h evit termenañ ur mod da implij an douaroù nemetken : a-bouez eo kalz a elfennoù all, pa vefent sokial, politikel, ekonomikel pe c'hoazh pedohinel.

Setu perak e kinnig an istorour Dominique Guillemet un dipologiezh eus an inizi hervez perzhioù o feizanted, eus ar 17vet d'an 19vet kantved. Digemmañ a ra inizi Nervouster, Ré hag Oléron – lec'h ma laboure peizanted, holenaerien ha gwinierien dreist-holl – diouzh ar Gerveur, un enezenn ma oa liesseurt-tre ment an atantoù enni, ha kreñv ur reizhiad ha liesgouniderezh hag a sevel chatal a bep seurt spesad. En inizi all ez a ar wazed war-zu micherioù ar mor tamm-ha-tamm (pesketaerezh, martoloded a genwerzh pe a servij), setu ma teu al labourerezh-douar da vezañ labour ar maouezed nemetken, pe dost, e bal an emvevañ dreist-holl.

''Battage à Ouessant'' (dornadeg en Enez-Eusa) e 1967. Ur film gant Jean-Pierre Gestin. Dielloù Gwarez Filmoù Breizh

En 20vet kantved ez a an douaroù gounezet hag an niver a labourerien-douar war ziskar en inizi, betek mont da netra e lec’hioù ’zo. Aesaet eo o digresk gant meur a dra : ar font bruzhunet, ar fed bezañ e dalc'h an treuzdougen war vor, un distro sokial hag ekonomikel bras pe vrasoc'h, ar maezioù o tidudañ hag an diouer a dud yaouank desachet gant ar vicher, obererezhioù nevez ampletusoc'h kavet gant an tiegezhioù, modernaat ar stuzioù bevañ (doareoù beveziñ ha stokañ) ha muioc'h-muiañ a gevezerezh evit an douaroù abalamour d'an douristelezh o tiorren. Abaoe ar bloavezhioù 2000 evelato, emañ an diskar o chom a-sav tamm-ha-tamm en inizi. Ne zigresk ket ken ar gorreadoù gounezet nag an niver a atantoù, ha kreskiñ a reont zoken en inizi a zo. Dont a ra al labourerezh-douar da vezañ reizhek en-dro rak anavezout a reer ez eus arc'hwelioù a bep seurt dezhañ, peogwir e fell d'ar gevredigezh lec'hiañ ar produiñ boued er vro en-dro, ha peogwir ez eus muioc'h a dud dedennet gant ar vicher a labourer-douar. Tri rumm a c'heller ober gant reizhiadoù an douaroù en inizi, etre an amzer nevez-se hag istor hir al labour-douar e pep hini anezho.

An inizi « filierenn »

Er rummad kentañ emañ Enez-Vaz (29), Nervouster (85) hag Enez-Ré (17). Arbennikaet eo al labour-douar enno war ar gounid legumaj evit an enez gentañ, an avaloù-douar evit an eil, ha war ar gwini evit an trede. Heñvel a-walc'h eo an atantoù enno, ha stag int etrezo gant doareoù kenober a vod al lodenn vras anezho.

Parkadoù kaol e bourk Enez-Vaz. Kredad ar poltred : RAIA.

Gwerzhet e vez ar produioù e-maez eus an enezenn dreist-holl, war varc'hadoù a ro talvoudegezh d'o orin. Ar gwin, evelato, a vez priziet war an enezenn e-pad an hañv.

En inizi-se ez a an atantoù war vrasaat hag al labour war vekanikaat, dre vras. Diaes eo d'an niver a labourerien-douar chom stabil. Ganedik eus an enezenn eo al lodenn vrasañ eus al labourerien-douar, ha staliet int war zouaroù o familh. E-kichen ar patrom gounezerezh boutinañ emañ lod eus an atantoù gant produerezh liesseurt gwerzhet dre rouedadoù berr.

An inizi « rouedadoù berr »

Er rummad-mañ emañ Enez-Vriad (22), Enez-Eusa (29), Molenez (29), Enez-Groe (56), Houad (56), Edig (56), An Arzh (56), Enez-Euz (85) hag Enez Aix (17). Liesseurt eo ar produiñ enno : sevel saout, deñved, moc'h pe yar, gounid legumaj a bep seurt, gwini, plant frondus ha louzeier, magañ gwez.

Deñved desavet en Edig (56). Kredad ar poltred : RAIA.

Talvoudekaat a ra al labourerien-douar ul lodenn eus o froduioù o treuzfurmiñ anezho ha gwerzhañ anezho e rouedadoù berr a reont : gwerzhañ en atant, e marc'hadoù dindan an amzer, e kevredigezhioù ha rouedadoù bevezerien, da bretioù, da ispisirioù... Evit se emaint e dalc'h an douristelezh ha lec'hioù-gwerzhañ war an douar bras. Gant lod e vez graet touristerezh en atantoù ouzhpenn (evit degemer tud en atantoù, reiñ bod da douristed pe kas abadennoù pedagogel, da skouer).

Tunelioù war Enez-Vriad. Kredad ar poltred : André Fiquet. RAIA.

Atav eo bet bihan-tre niver al labourerien-douar a-vicher, met o kreskiñ emañ. Evit al lodenn vrasañ anezho ne oa ket o zud labourerien-douar war an enezenn lec'h m'int staliet, war-bouez un nebeud re. N'eo ket aes d'an atantoù ha d'ar familhoù bezañ stabil abalamour d'o statud bezañ diasur a-walc'h war an douaroù hag ar savadurioù. Pa vez staliet meur a labourer-douar war ar memes enezenn, n'int ket kevredet kenetrezo. Kalz a eskemmoù a vez etrezo memes tra.

N'ez eus labourer-douar a-vicher ebet en Enizenac'h nag en Enez-Sun. Gallout a rafe Enizenac'h mont e-barzh ar rummad-mañ aes a-walc'h. En Enez-Sun er c'hontrol eo re ziaes an doareoù pedohinel evit soñjal diorren atantoù a-seurt-se.

An inizi « kemmesk »

En trede rummad e vez bodet ar Gerveur hag Oléron, inizi a vez graet « kemmesk » anezho rak enno e kaver atantoù a werzh o froduioù dre rouedadoù hir ha reoù all a werzh dre rouedadoù berr. Ar gwinierezh en Oléron, ar sevel chatal er Gerveur, gennadoù hengounel an div enezenn, a vod an niver brasañ a labourerien-douar c'hoazh ha bras eo o fouez arouezel. Met en o c'hichen ez eus labourerien-douar all bremañ a lak ar c'hinnig produioù lec'hel da vezañ liesseurtoc'h. Alies e vez labourerien-douar o werzhañ dre rouedadoù hir ha berr ivez. En inizi-se e kaver labourerien-douar a glask frammañ filierenn ar rouedadoù berr : ur stal produerien, merkoù diazezet war gaier ar c'hargoù ar c'hig-bevin hag ar c'hig-oan er Gerveur ; ur gevredigezh produerien evit pourchas predoù e-maez eus ar gêr ha brudañ ar produioù lec'hel en Oléron.

Stal produerien "Au Coin des Producteurs" e kumun Bangor er Gerveur. Kredad ar poltred : CPIE ar Gerveur.

N'eus ket eus ar frammoù kenaozañ-se tro-dro d'ar rouedadoù berr en inizi all. Bugale peizanted an enezenn eo lod eus an danvez-labourerien-douar, pa fellfe dezho krouiñ un atant nevez pe adkemer atantoù ez eus anezho dija. Lod all ne zeuont ket eus un tiegezh labourerien-douar nag eus an enez alies. Kalz muioc'h a veskaj a zo etre hentoù hag oberoù familhoù labourerien-douar ar vro ha tud deuet eus a lec'h all eget ma vez gwelet en inizi « filierenn ».

Kalz a ziaesterioù a zo boutin d'an holl anezho : an diraez d'ar font ha d'ar savadurioù labour-douar a zo deuet da vezañ diaes abalamour d'ar brokañ war ar madoù-leve, an diraez d'ul lojeiz evit an enezidi yaouank kement hag ar re nevez en em gavet, an diemglevioù war an implijoù ha gant an amezeien, ar mil-gwiskad reoliek a denn da warez an endro hag an dremm-vro, aozadur al lec'haveiñ hag an dreistkoustoù a zeu eus an treuzdougen war vor, hag all. Ret eo d'al labourerien-douar talañ ouzh adneveziñ ar remziadoù ha dont a-benn d'ober an treuzkemm agroekologek a zere da endro bresk an inizi. Boutin eo lod eus ar c'hudennoù-se da labour-douar an arvor ivez. Kreñvoc'h int c'hoazh war an inizi evelato, rak bihan ha bevennet eo an takad douar. N'eo ket bras ar c'humuniezhioù tud kennebeut, hag a-bouez bras an darempredoù etre an hiniennoù enno c'hoazh.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Naïla Bedrani, « Labour-douar a bep seurt war inizi ar C'hornôg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/03/2024.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/labour-douar-a-bep-seurt-war-inizi-ar-c-hornog

LEVRLENNADUR

  • Guillemet Dominique, « Les paysanneries insulaires du Ponant (XVIIe-XIXe siècles) : typologie, stratigraphies et évolutions », dans Antoine Annie (dir.), Campagnes de l’Ouest : Stratigraphie et relations sociales dans l’histoire, Rennes, Presses universitaires de Rennes (Histoire), 1999, pp. 443‑464.
  • Guillemet Dominique, Les îles de l’Ouest de Bréhat à Oléron, du Moyen Âge à la Révolution, Geste éd., La Crèche, (Pays d’histoire), 2000, 355 p.
  • Brigand L., Chailloux A., Corsi L., David L., Lavialle G., Tesson M., « La marge attractive : les néo-entrepreneurs des îles du Ponant », dans Mobilités et marginalités, Rennes, Presses universitaires de Rennes (Espaces et territoires), 2019, pp. 205‑218.
  • Brigand Louis, Les îles du Ponant. Histoires et géographie des îles et îlots de la Manche et de l’Atlantique, Plomelin, 2002, éditions Palantines, 479 p.
  • Bedrani N., Landré A., « Les stratégies du vignoble oléronais à l’épreuve de la transformation du territoire insulaire et de la dépendance au bassin de production charentais : se diversifier, résister et se distinguer », Norois, 2020/2, n° 255, pp. 37‑55.
  • Bedrani Naïla, « D’une île à une autre. Mondes agricoles contrastés de l’Ouest français », dans Brigand L., Vallat J. (dirs.), Îles : regards croisés sur l’insularité, Porspoder, Géorama, 2022, pp. 250‑253.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù