Ar Rezistañs e Breizh

Aozer : Christian Bougeard / Eost 2020
Abalamour d’ar re aet da Vreizh-Veur d’en em enrollañ er France Libre kerkent ha miz Even 1944 - er plas kentañ e oa Breizh en FFL (Forces françaises libres) e-touez rannvroioù ar Stad-C’hall -, abalamour ma voe nac’het an alouberien raktal gant ar bobl, hag abalamour da bouez strategiel vras ar vro, koulz evit an Alamanted hag evit ar Saozon, e tiflukas buan ar rezistañs e Breizh, a bep stumm dezhi.

Eus ar rezistañs war ar prim d’ar rouedadoù (1940-1942)

Kerkent hag en Hañv 1940 hag e 1941 e voe tarvet degadoù a linennoù tredan pe pellgomz gant hiniennoù o-unan. Marcel Brossier, ur micherour eus Roazhon a voe ar c’hentañ hini bet fuzuilhet e Breizh abalamour da gement-mañ, d’ar 17 a viz Gwengolo 1940. Dizale e savas ur spered stourm er c’hêrioù ha war an aod : o vont da heul galv ar jeneral de Gaulle e chome an dud er gêr (1añ a viz Genver 1941) pe, er c’hontrefed, e tispakent er straedoù (11 a viz Mae1940 , gouel Janed Arc’h). Lidet e voe an 11 a viz Du 1940 (manifestadeg e Naoned) hag ar 14 a viz Gouere 1941, ha kement-all ar bloavezhioù war-lerc’h. Diskouez a rae miliadoù a dud o c’henskoazell gant ar Vreizhveuriz (bleunioù war ar bezioù da Ouel an Hollsent 1940 e Brest) ; E Breizh a-bezh, eus 1940 da 1943, e teue tud e-leizh da gemer perzh e interamantoù nijourien pe martoloded a Vreizh-Veur. Dibuniñ a raed er straedoù daoust d’ar berzhioù (e Sant-Brieg hag e Roazhon e kreiz miz Even 1941). Diskouez a rae ar skritelloù bet roget, al luganioù bet treset gant tammoù kreiz, an traktoù hag ar c’hannadigoù kentañ bet embannet dre guzh e oa nerzhioù an disujidigezh o verviñ.

Gant skritelloù divyezhek e voe embannet fuzuilhadeg ar rezistanted kentañ. Evel-se e voe kont d’ar 17 a viz Gwengolo 1940 gant Marcel Brossier eus Roazhon,  an den  kentañ bet fuzuilhet e Breizh. Troc’hañ funioù ar pellgomz a voe unan eus doareoù kentañ ar rezistañs e Bro-Frañs aloubet. Prim ha didruez e voe talioù-flastrañ an Alamanted, kement ha frikañ kement youl stourm ha mirout ouzh an dud da embann o soñj – Dielloù kêr Gemper 11 Fi 004

Abalamour ma oa bet savet porzhioù-brezel dindan-vor e Brest, an Oriant ha Sant-Nazer ha kaset listri-rodal e Brest (1941-42) gant an Alamanted e voe savet rouedadoù-titoura ken abred hag en diskar amzer 1940 (gant ar c’horonal Rémy ha danvez e Genvreuriezh-an-Itron-Varia - CND). E beg ar Vro e oa bet dilestret gant pesketourien Vreizh aet da Vreizh-Veur, ofisourien-ditoura gentañ servijoù de Gaulle ha re an Intelligence Service (IS) en hañv hag en diskar-amzer 1940. O kemer harp war tud anavezet gante, o vont e darempred gant strolladoù bihan lec’hel (skipailh Sidonie war Enez Vaz), oc’h enrollañ ijinourien pe soudarded er porzhioù hag en arsanailhoù (Strosskopf ha Tangi en Oriant, Philippon e Brest), e voe savet ar rouedad Johnny gante, a zeuas da vezañ Ker e anv nevez kent bezañ distrujet e 1942. Dindan an IS e oa ar rouedadoù Georges France 31, Jade-Fitzroy hag Alliance (1943-1944) ; dindan ar BCRA e oa Cohors-Asturies, bet savet diwar Liberation-Nord hag ar CND. Ne badent ket pell avat, (c’hwec’h miz, well-wazh) abalamour da efedusted servijoù polis an Alamanted ha d’ar flatouilherezh.

War roudoù skamperien gentañ an hañv 1940 e klaskas tud all c’hoazh – hag e tapas lod - skampañ dre ar mor e 1941 ha 1942, eus Douarnenez dreistholl. E Karanteg e tapas ar chanter Sibiril aozañ 15 skampadeg eus 1942 da 1944 (165 beajour). Eoriet e veze bagoù e lec’h ar re a oa aet, kuit a sachañ evezh an enebour. Aloubet su Bro-Frañs ha morailhet ar Pireneoù e klaskas ar Vreizhveuriz sevel rouedadoù skampañ adalek Breizh. Kaset e veze betek eno nijourien bet taolet d’an traoñ e Bro-Frañs pe e Belgia ha graet e veze war o zro gant tud ar vro. Evel-se e voe savet ar rouedad Var (1942), Pat O’Leary (1943) ha Shelburne a gase da draezhenn Bonaparte e Plouc’ha (135 den, 124 nijour en o zouez bet kaset da Vreizh-Veur gant listri-tizh saoz e-doug unnek beaj e 1944).

Mare an emsavioù

Tra ma veze kaset taolioù-brezel gant ar rouedadoù, dezho nebeut a izili-pad, e oa kefridi an emsavioù broudañ kounnar ar bobl a-enep renad Vichy ha prientiñ dieubidigezh ar vro dre ul labour propaganda (kelaouennoù pe traktoù moullet dre guzh). Diazezet e voe ar re-mañ e Breizh adalek 1941 ha 1942. E 1943 avat e voe kemeret lañs gante da vat. Savet e voe ar Front national (FN) e 1941 gant ar strollad kumunour a-zindan guzh a oa war ar stern dija en diskar-amzer 1940 (propaganda). En em vesk a reas e izili gant re ar PC kent astenn o levezon war-zu metoù all. D’an 20 a viz Here 1941, pa voe kaset ar Feldkommandant Holtz d’ar marv e Naoned gant tri stourmer bet kaset a-ratozh-kaer eus Pariz e stagas ar PC gant ar stourm armet da vat ; neuze, pa voe lazhet an 48 ostaj e Kastellbriant hag e Naoned e krogas diseblanted ar bobl da dreiñ da gasoni ouzh an alouberien. E 1942-43, daoust da heskinerezh kriz an alouberien, e oa deuet ar Francs-tireurs ha Partisans (FTP), skourr armet an FN da vezañ oberourien bennañ an taolioù stourm niverus bet renablet e Breizh (taolioù tarverezh, talioù-tarzh a-enep al lec’hioù annezet gant an Alamanted, kollaboed kentañ kaset d’ar marv). Tamm-ha-tamm, e 1942 ha 1943, e voe frammet emsavioù bras all an tu-norzh, en-dro da embannadur ha dasparzh o c’helaouennoù a-zindan guzh : Liberation-Nord, kaset en-dro gant  Tanguy Prigent, bet depute SFIO e Montroulez, en em astennas e-touez ar sokialourien hag ar sindikalourien ; Défense de la France er metoù-kreiz ; Organisation civile et militaire ha, diwezhatoc’h Organisation de Résistance de l’Armée a gustume tuta en hevelep metoù.se développe dans les milieux socialistes et syndicalistes ; Défense de la France, dans les milieux modérés ; l’Organisation civile et militaire et plus tardivement l’Organisation de résistance de l’Armée qui recrutent dans les mêmes milieux.

Un trakt a-zindan guzh o c’hervel ar yaouankiz d’ar stourm. Mirdi Breizh, Pierre Tressos-Wikimedia

Paotañ a reas an emsavioù o sachañ miliadoù a dud yaouank hag en em gave e-maez al lezenn goude bezañ nac’het mont da Servij al Labour dre Ret (STO), kuit a sevel bagadoù er strouezheg evit afer-se evel e voe graet e rannvroioù all (e Speied e voe savet ar c’hentañ bagad FTP er strouezheg e 1943) abalamour d’ar stank ma oa an arme alamant ha d’an aezet ma oa kuzhat e atantoù maezioù don ar vro. Arru e oa poent prientiñ emsavadeg an dieubidigezh neuze. Dizale e stagas an FTP yaouank gant ar brezel kuzh gant nebeut a armoù hag a vinvioù. Gant an nerzhioù-stourm all e voe savet an Arme Guzh (AS), sterniet gant soudarded a-vicher pe gant adsoudarded, war batrom an arme voas, prest da seveniñ an urzhioù a voe kaset eus Londrez goude an dilestradeg.

Perzh Rezistañs Breizh en dieubidigezh

Diwezhat ha diglok e voe unvanidigezh ar strolladoù armet hag an emsavioù e diabarzh an FFI (Forces françaises de l’Intérieur) e 1944, abalamour d’o falioù politikel disheñvel ha d’an heskinerezh. Abalamour d’an diouer a armoù e voe daleet an enrollañ er strouezheg, a grogas e miz Ebrel-miz Mae 1944 ha goude ar 6 a viz Even dreist-holl. Bras-spontus e voe an enrolladeg veur goude-se : war-dro 35 000 FFI a vije bet enrollet hervez kont, gante armoù bet taolet dre harzlammoù eus ar c’hirri-ni peurliesañ, a zeuas da reiñ harp d’an Amerikaned da goulz dieubidigezh Breizh e miz Eost 1944.

E Merdrinieg (departamant an Arvor) e tispakas paotred strouezheg Creneleu war-wel d’an holl d’ar yaou 3 a viz Eost 1944. Ur skeudenn arouezel eus dieubidigezh Breizh eo ar foto-mañ : paotred an FFI gante mindrailherezed Sten taolet eus an oabl gant ar Re-unanet, kaset gant un Traksion Citroën – bet rekizisionet moarvat – stad enne dirak al luc’hskeudenner. Kalz a baotred-ar-strouezh a oa bet e Kreiz-Breizh adalek ar 6 a viz Even. Dastumadeg mirdi Sant-Varsel. Foto gant If Moazan – DR

Kaset e oa bet da vat gant ar strouezheien-se an taolioù-tarvañ bet prientet ha harpet gant harzlammerien an SAS e diazlec’hioù Duaod ha Sant-Varsel, ha kemeret o doa perzh e krogadoù taer an dieubidigezh. E miz Even, ha dreistholl e miz Gouere 1944, e voe distrujet meur a strouezheg gant an Alamanted, harpet gant milisianed, re ar Bezen Perrot en o zouez. A-zindan guzh e oa bet frammet kuzulioù departamant an dieubidigezh (CDL) gant renerien ar Rezistañ, war batrom ar CNR (Conseil National de la Résistance), hag anvet aotrouniezhoù nevez (Le Gorgeu, komiser ar Republik, prefeded ha maerioù an dieubidigezh) evit ober al liamm gant ar gouarnamant da zont. Mont a reas ar frammoù nevez-se en-dro kerkent ha tec’het an Alamanted, a-raok e tegouezhje an Amerikaned zoken. Daoust da dorfedoù ar « c’hwennat » e voe adlakeet lezennoù ar Republik war-sav buan-awalc’h. Sikour a reas an FFI distrujañ neizhiadoù diwezhañ an Alamanted war an aod ha gronnet e voe gante neizhiadoù an Oriant ha Sant-Nazer betek an 10-11 a viz Mae 1945. Bet paeet ganti ur priz uhel (stourmerien fuzuilhet pe deportet) da dieubidigezh ar vro, eo tonket eñvor ar Rezistañs da badout pell koulz e Breizh (strouezheg hag emgann Sant-Varsel) hag e Bro-Frañs.

 

Bet troet diwar ar galleg gant JD Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Ar Rezistañs e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-rezistans-e-breizh

Levrlennadur

  • Bougeard Christian, Histoire de la Résistance en Bretagne, Paris, éd. Jean-Paul Gisserot, 1992.
  • Sainclivier Jacqueline, La Résistance en Ille-et-Vilaine 1940-1944, Rennes, PUR, 1993.
  • Bougeard Christian, La Bretagne de l’Occupation à la Libération (1940-1945), Rennes, PUR, 2014.

Webdok

Les Résistances, webdok savet gant F3 e 2015. 

http://lesresistances.france3.fr/home

Épisode n° 3 : Du Nord à la Vendée

http://lesresistances.france3.fr/documentaire-nv

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité