Jean Moulin, is-prefed Kastelin

Aozer : Erwan Le Gall / Genver 2021
E Béziers e oa bet ganet d’an 20 a viz Even 1899, ha stag mat e oa e galon ouzh ar Brovañs, hag ouzh Sant-Andiol (Genoù-ar-Ron), lec’h m’he deus e familh un ti eno : n’ eus douetañs ebet e oa Jean Moulin paotr ar Mor Kreizdouarel. Pezh zo, m’eo eñ deuet da vezañ un den a bouez e mojenn ar Resistañs abaoe prezegenn vrudet André Malraux e 1964, dianav a walc’h e chom liammoù e hent gant Breizh. D’an 8 a viz Genver 1930 e oa bet anvet da is prefed Kastellin ha skoulmet en doa darempredoù kreñv e Penn-ar-Bed, pezh a verkas da vat peurrest e hent.

Antonin Moulin a oa kelenner war al lizhiri hag a blije dezhañ sevel gwerzennoù e provañseg, pa gave tro. Patrom an «houzard du» e oa : republikan bervidant, strikt‑tre war pezh a denne eus al laikelezh. Plediñ a rae gant ar politikerezh ha tost ouzh ar radikaled‑sosialisted e oa, ha graet e oa bet gantañ daou respet evel kuzulier-kêr, hag unan evel kuzulier jeneral. C’hoant en doa bet da ginnig d’e vab yaouankañ ar pep gwellañ evit e studi, hag heñchañ a ra anezhañ war‑zu ar studi war ar gwir, e‑keit m’en deus ur vicher er velestradurezh prefedel. Ma oa Jean Moulin kargad e prefeti an Erau hepken da gentañ, n’eo ket bet pell o tiskouez e varregezhioù hag e 1925,d’an oad a 26 vloaz ez eo anvet da is‑prefed Albertville er Savoia.0 Ha pevar bloaz goude e voe kevredet e Kastellin.

Ha kaset eo bet an den war‑raok a‑raok e goulz ?

Berzh a ra Jean Moulin ur wech erru e Breizh. Gwir eo, n’eus ket an hevelep talvoudegezh gant an holl bostoù er velestradurezh prefedel. En  trede rummad e oa is‑prefeti Albertville, pa oa hini Kastellin en eil rummad. Ha gwir eo e oa un araokadenn da vat evit Jean Moulin degouezhout e Kastellin, dreist‑holl pa oa ken rust ar c’hevezerezh abaoe 1926, pa oa bet lamet un nebeud mat a is-prefetioù a‑drugarez da adreizh Poincaré.

E vakañsoù e Sant-Tropetz tro ar bloavezhioù 1930, war La Gilda, bag dre lien ur c’houblad mignoned dezhañ. Gwelet a reer an is prefed Jean Moulin a gleiz, gant Pierre Cot, hag ur vaouez a reer alies outi Nena Cot, padal e c’hellfe bezañ  Andrée Chatin. Dastumadenn brevez ar re Benoit.Kadarnaet eo bet neuze barregezhioù micherel gwirion Jean Moulin, met diskouezet en doa ivez e vailhoni politikel. Ouzhpenn‑se e rae e vad eus paeroniezh daou gannad a‑bouez, ha goulennet en doa diganto o skoazell evit kaout e garg a is‑prefed a eil rummad. An hini kentañ, Pierre Cot, ur gwiraour dreist, kelenner war ar gwir e Skol-veur Roazhon,  a oa bet dilennet kannad Savoia e 1928, ha kemeret en doa an is‑prefed yaouank dindan e askell. E-touez e vignoned yaouankiz just a‑walc’h, un den anvet Georges Izard, hag a oa mab‑kaer Charles Danielou, maer Lokorn, kannad radikal Penn‑ar-Bed abaoe 1919, ur pouez bras e bed ar politikerezh. Gantañ eo e oa bet kinniget ma vefe anvet Jean Moulin en is‑prefeti Kastellin. Sklaer e oa pal ar jeu itriket aze : teurel evezh war pastell-vro ar c’hannad e‑keit ma oa hemañ e Pariz o plediñ gant ministrerezh ar Verdeadurezh a genwerzh.

Un is-prefed politikel

Met daoust d’e skoazelloù illur n’eo ket lavaret e vefe bet entanet‑bras e velestridi gant dibab Jean Moulin. En e embannadur d’an 9 a viz Genver 1930 ez eo diskouezet sklaer e-barzh La Dépêche de Brest : meneget eo evel-se «ar c’heuz bras» a‑berzh poblañs Penn-ar-Bed  ma vefe bet anvet is‑prefed Dupard da Avallon e departamant an Yonne, gant ur poltred leun a veuleudi evit ar c'hargad o kuitaat ar vro, met ger ebet diwar an hini nevez erruet, pa n’eo ket meneget e anv zoken. Diouzh e du e chom muioc’h neptu ar C’hourrier du Finistère  pa ra kaoz eus ar fedoù hepken, hag e teskriv ur «fiñvadenn velestradurel» ha netra ouzhpenn.

Gwel hollek Kastellin. Kartenn-bost. Mirdi Breizh : 973.0033.192.Peseurt doare is‑prefed e voe Jean Moulin e Kastellin ? Ur c’hargad leun a varregezhioù sur a‑walc’h, un den emroüs ha feal d’e vennozhioù republikan, unan e servij ar Stad hag e ziwallerien, sed aze pezh a voe lâret diwar e benn. Met touellet e vezer a‑wechoù, ha diskleriet e oa bet gant Jean-Baptiste Lucas, unan eus e sekretourien, e oa eus Jean Moulin ur prezeger dister, pa veze gwasket gant ur from a waske e vouzelloù bewech ma ranke distagañ ur brezegenn. Moarvat e rae e vad eus e amzer vak evit diwaskañ dre ar sport, o tiskouez evel‑se e oa un den modern. Gouzout a reer ivez ez ae bep goañv d’an Alpoù evit tañva plijadurioù ar ski, pezh ne veze ket gwall vrudet da neuze. Hag e Breizh e tispake frank ivez e garantez evit an arzoù , hag e vignonas gant ar varzhed Max Jacob ha Saint-Pol Roux.

Dleout a ra d’e vignoned er politikerezh ar fed bezañ bet anvet e Kastellin, daoust da‑se e oa Jean Moulin oc’h embregiñ e garg gant un doare plediñ gant an neptuegeh a zo souezhus-mat evidomp hiriv an deiz, met dereat evit ar mare. Ur republikan hag un den gant mennozhioù a‑gleiz eo is‑prefed Charles Danielou, ha n’eo ket damantus gant e strivoù evit levezoniñ an dilennadegoù da zont. D’ar 7 a viz Mae 1932 da skouer, derc’hent eil tro an dilennadegoù kannaded ez eo galvet Jean Moulin gant Prezidant ar C’huzul Andre Tardieu da zont raktal da Bariz. Anat eo e klaske hennezh tennañ digant Charles Danielou, unan eus e washañ enebourien politikel, skoazell is‑prefed Kastellin, hag alese mirout outañ da vezañ dilennet en‑dro. C’hwitet an taol koulskoude, ha dilennet eo Danielou adarre. E-doug ar banvez bet aozet evit lidañ an disoc’h ec’h anzavas Jean Moulin en ur brezegenn pezh an doa bet talvezet dezhañ bezañ trec’h : « Pezh a lamm em c’halon gant an trec’h‑mañ ez eo moarvat abalamour m’eo sanket ken don ennon ar mennozhioù republikan, bet treuzkaset din gant tud ma lignez zo bet e buhez ar politikerezh em raok, gant uvelded ha dinentez ».Tomm eo e galon ouzh ar Republik hag ar veritokratiezh stag ouzh ar renad : un is‑prefed a‑gleiz eo Jean Moulin, ha n’en deus ket aon da lakaat an dud d’e c’houzout.

Ha goude‑se ?

N’eo ket souezhus neuze gwelet an is‑prefed yaouank krediñ mont war‑zu ar politikerezh. D’an 23 a viz Kerzu 1932 ez eo bet galvet gant Pierre Cot, nevez‑anvet da is‑sekretour Stad an Aferioù estren er gouarnamant nevez gant Prezidant ar C’huzul, Joseph-Paul Boncour, evit bezañ eil‑penn e gabined. Hag e Pariz ec’h adkavas Charles Danielou, pa oa bet anvet hennezh ministr ar Yec’hed foran. Met ne badas ket pell ar pennad‑se er politikerezh, p’eo aet d’an traoñ kabined Paul-Boncour e dibenn miz Genver 1933. Distreiñ a ra neuze Jean Moulin d’an is‑prefeti e Kastellin evit un nebeud sizhunvezhioù, a‑raok mont kuit da vat ar wech‑mañ, pa oa bet anvet e miz Mae 1933 e Thonon er Savoia -uhel.

Kartenn-bost. Dastumadenn brevez.Penaos eo bet degemeret ar c’himiad‑se e Penn‑ar‑Bed ? Diaes eo da lavaret pa vank dielloù deomp. Memestra, lavaret eo bet a‑bouez bras is‑prefeti Kastellin evit hent micherel Jean Moulin n’eo ket mont re bell ganti. Goude m’en doa kuitaet Penn‑ar-Bed en deus tapet meur a bost er ministrerezhioù, da heul trec’h an tu kleiz en dilennadegoù. Bet eo da skouer o labourat evit Pierre Cot, ha distroet e melestradur ar prefeti goude‑se, pa oa distroet an tu dehou e penn ar galloud. Evel‑se e oa erru prefed departamant an Eure-et-Loir pa darzhas an Eil Brezel Bed. Evel‑se e tapas Jean Moulin ar skiant-prenet politikel a roas dezhañ un anaoudegezh don eus ar wirionez war an dachenn, met ivez eus kelc’hioù parizian ar galloud. A-bouez bras e vo ar mailhoni‑se evit an hini a vo anavezet dindan an anv Rex ha pa vo unvanet ar Rezistañs dindan aotrouniezh ar jeneral De Gaulle.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Jean Moulin, is-prefed Kastelin », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/jean-moulin-is-prefed-kastelin

Levrlennadur :

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité