A-hervez e vefe kavet Bretoned ha Bretonezed e pevar c'horn ar bed. Ne vefe ket ur « c'hliched », an dra-se ?
Koñversanted o veajiñ
Gwir eo, aesaet en deus douaroniezh Breizh, ul ledenez e-kreizig-kreiz un takad atlantel ledan, d'hec'h annezidi beajiñ abaoe pell. Er 15vet kantved e porzhie listri breizhat e Brugge : eno e tiskargent holen eus Gwenrann, gwin eus Spagn, ha lien gwiadet e Breizh dreist-holl. En e vleuñv edo kenwerzh ar pezhioù lin ha kanab prizius-se, neuze. Edo porzh-bigi bihan Landerne, peurgetket, e-kreiz marc'had ar « c'hrezioù Leon », gwiadoù lin talvoudus-tre a veze kaset d'an Antilhez ha da Suamerika. Un tu teñvaloc'h a zo d'an traoù, avat : ar Vretoned a gemeras perzh er c'henwerzh tric'horn, diazezet war ar morianeta hag ar sklaverezh, etre Europa, Afrika hag an Antilhez. Brasañ porzh-morianeta Frañs a zeuas Naoned da vezañ en 18vet kantved, zoken.
Mont d'an estrenvro da chom
Al lodenn vrasañ eus ar veajerien vreton a zeuas en-dro d'ar gêr. Met lod anezho a chomas e broioù pell d'ober annez. Setu pezh a reas Jean Brulelou, lesanvet Brito, a oa bet ganet e Presperieg e 1415, hag az eas da vBrugge d'ober e vicher a gaerskriver. Kemer a reas perzh ar Breizh-uhelat en avantur ar voullerez, a oa bet parfetaet he zeknik gant Gutenberg un ugent vloaz bennak a-raok. E 1455 e voe roet ar vroadelezh flandrezat dezhañ. Ur c'hevandir nevez a zigoras pa voe anavezet Amerika gant tud Europa. Mont a reas Bretoned d'en em avanturiñ di ha da glask fortun vat. En o zouez edo Noël Le Goff pe Le Got. Ganet e oa bet en Irvilhag war-dro 1674, ha yaouank-tre e oa pa emouestlas da soudard. En em gavet e Kanada e timezas eno e 1698. 14 bugel en doe ar c'houblad, en o zouez 9 faotr o deus roet d'o bugale un anv-familh, Legault, a zo deuet da vezañ boutin-tre e Kebek hiziv. 600 misioner breton a voe kaset d'ar Bed Nevez er 17vet hag en 18vet kantved ivez. Un nebeud anezho a voe dibabet peogwir e oant teiryezhek zoken (brezhoneg, latin, galleg), evit ma vefe avielet an henvroidi ganto.
Divroañ da labourat
Met betek-henn ne oa anv nemet eus hiniennoù o vont kuit. Adalek eil lodenn an 19vet kantved eo e krogas ar Vretoned da zivroañ da vat. Kantadoù a viliadoù a baotred hag a verc'hed yaouank a guitaas ar maezioù, ma oa deuet re niverus al labourerien enno. En Havr-Nevez e rejont annez peurgetket : ouzhpenn 10 000 den a-orin eus Breizh a veze renablet eno e 1891, da lavaret eo kazi 10 % eus poblañs hollek ar gêr ! Gant an tren ez ae an dud yaouank da Bariz ivez. Mont a rae ar merc'hed da vitizhien e tiez ar vourc'hizien, pe da vicherourezed en uzinoù tro-dro da Bariz, evel ma rae ar baotred. Met gant Amerika eo a huñvree an divroidi yaouank. E 1901 e voe digoret un uzin Michelin nepell diouzh New York, ha setu ma oa partiet : kazi 3 000 Breizhad eus Gourin ha Roudoualleg az eas di da labourat. Gant lod all e voe digoret pretioù, o profitañ diouzh brud keginerezh Frañs.
Diaspora(ig) ar Vretoned
Hiziv, e-touez an 3,5 milion a Frañsizien o chom en estrenvro e vefe war-dro 300 000 den a-orin eus Breizh. N'eo ket ken niverus a se ar Vretoned en estrenvro neuze, met tomm eo o c'halon ouzh o bro : aet eo Gouel an Erer Kozh betek Central Park e New York evit 25vet bloavezh ar festival, zoken ! N'eus ket a Vretoned nag a Vretonezed e pep lec'h, sur, met e lec'h ma vez anezho e vezont kavet hep mank ebet !
Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos