1840-1940, Pa oa ar c’henwerzh war vor etre Breizh ha Kembre en e varr

Aozer : Hubert Chémereau / Mae 2021
E sent kentañ Breizh, deuet eus Kembre da Arvorig e deroù ar Grennamzer, e soñjer diouzhtu pa vez kaoz eus an darempredoù etre Breizh ha Kembre. Alies avat e vez ankouaet azginivilezh vras an darempredoù etre an div vro-mañ e kreiz an XIXvet kantved, bet broudet gant lañs bras mengleuzioù glaou-douar Kembre adalek 1840.

Glaou Kembre, « bara greanterezh Breizh » o kas an eil bro war-raok da heul eben

Cheñchamantoù bras a c’hoarvezas e su Bro-Gembre abalamour d’ar mengleuzierezh dres pa dape ar greanterezh e lañs e su Breizh gant krouidigezh ar friturioù a veze pasket feilh dezhe gant govelioù an Henbont ha Basse-Indre, ha gant diorroadur bras-minapl al Liger-izel, eno ur straedad-uzinioù e Sant-Nazer zoken. Gant an disac’hadeg vras-se a c’hlaou-douar deuet eus Kembre e voe broudet diorroadur greanterezh Breizh.

Perzh porzhioù Breizh, niverus anezhe, hag a zegemere lestradoù glaou-douar eus Kerdiz, Sant-Nazer er renk kentañ anezhe. Ur perzh bras a oa gant Porzh-mor Malta abalamour ma veze pourvezet gantañ morlu Breizh-Veur er Mor Kreizdouar. Evit an Havr Nevez e oa deuet da vezañ penn-porzh Kompagnuniezh Veur Treuzatlantel adalek ar bloavezhioù 1870, da heul porzh Sant-Nazer er bloavezhioù 1860. Pontypridd Museum and Tourist Information Center

Broudet e voe ivez houarnouriezh Breizh, eus Basse-Indre d’an Henbont, gant an danvez-energiezh-se, marc’hadmat hag aezet he lakaat degas dre ar mor. E 1879 e voe krouet e Trinieg ul labouradeg houarnouriezh-aod evit ar wech kentañ en Europa. : ur uzin dir « dibrad » pourvezet gant danvezioù diazez deuet dre ar mor. Betek neuze e veze savet al labouradegoù houarnouriezh e lec’h ma veze tennet ar c’hailh eus ar c’hondon ha n’eo ket e lec’h ma veze tennet mad eus an dir, evel e Trinieg, da bourveziñ ar sevel-listri e Sant-Nazer hag e Naoned war-eeun.

Broudet e voe c’hoazh an enporzhiañ glaou-douar Kembre, « hini Kerdiz » brudet ken-ken, gant an ezhomm bras a c’hlaou eus an dibab a oa da vagañ an uzinioù produiñ gaz-goulou ha, war o lerc’h, ar c’hreizennoù produiñ tredan a voe krouet e pep lec’h e Breizh. Gantañ e veze maget ivez stlejerezed an hentoù-houarn en em lede dre ar Vro, koulz hag ar bagoù dre dan.

An uzin gaz hag ar greizenn dredan nevez etre al Lege ha porzh Souzen e 1920. Dre ar mor e teue glaou-douar Kembre – Cartolis

Ar c’henwerzh gant Kembre, ur vammenn a binvidigezh evit merdeadurezh Breizh

Ul lañs bras a dapas an aochañ e Breizh gant an dispac’h greantel. An eskemmoù gant Bro Gembre an hini voe e vroud pennañ avat. Aboae ar bloavezhioù 1850 e veze dilestret kargadoù bras a c’hlaou-douar eus Kembre e porzh Sant-Nazer kement ha ken stank ken e tapas, e 1873, ar plas kentañ en Europa evit fred Kerdiz, brasañ porzh-mor ar glaou-douar er bed a-bezh d’ar c’houlz-se. Neuze ez eas ar porzhioù-mor bras all eus Breizh d’e heul, Naoned da gentañ-penn, An Oriant, Brest ha Sant-Malo war e lec’h. Ha rouedad porzhioù-mor bihan Breizh, eus aodoù Mor Breizh betek Pornig da vont d’o heul war « hent ar glaou » ; hag aocherezh Breizh d’ober berzh evel-se dekvloaziadoù-pad ; hag ar vartoloded koulz hag ar baramantourien da stagañ ganti ken e teuas ar prantad-se da vezañ oadvezh-aour ar frikerien-kranked dre lien.

Porzh Kerdiz, brasañ porzh-mor ar glaou-douar er bed anezhañ (ur foto eus ar bloavezhioù 1920). Birvilh bras a veze neuze war ar c’haeioù-se, war an tachennoù sokial ha politikel. Pontypridd Museum and Tourist Information Centre

Postoù-min ha legumaj prim Breizh diouzh un tu, « hini Kerdiz » diouzh an tu all

Ne dalveze ar veaj nemet ha fredet mat e veze al listri diouzh an daou du. Adalek ar bloavezhioù 1820 e oa bet ad-voulc’het an hentoù-mor war-zu Breizh-Veur hag Iwerzhon gant ar Joniged a werzhe onion ruz brudet-mat Rosko. Gant lañs bras kenwerzh ar glaou-douar e voe broudet marc’had tramor al legumaj prim a veze gounezet en arvor Breizh (patatez ha kaol-fleur). Diouzh o zu e kavas mistri mengleuzioù Kembre, a rae gant postoù-min e-leizh, ar pep brasañ eus o fred e Breizh. Plantet e voe pinegi war miliadoù a zevezhioù-arat douar treut evit paskañ koad dezhe kement hag a c’houlent. Lanneier Lanvaoz a oa splannañ skeudennn eus ar plantadegoù-se. En degas a reas da soñj ar skrivagner Gareth Miles e 2008, e Trinieg : « Koadeier Breizh an hini a roe harp da garidennoù mengleuzioù Kembre ! ». Adalek ar bloavezhioù 1910 ec’h eas kailh-houarn bro Gastellin hag Angers ha pri-gwenn Kerne da reiñ fred d’ar c’henwerzh tramor ivez.

Rosko (Penn-ar-Bed) – Lestrañ onion davet Bro-Saoz. Neurdein ha reoù all, embannerien - Cartolis

Diskar gwez e koad Floran. L’Hoste A. embanner Diwar blantadeg ar pinegi eo savet ar goadeg. Pasket e veze ganti postoù e-leizh da harpañ garidennoù ar mengleuzioù. Dre an hent-houarn (an Alre – Sant-Brieg) e veze kaset ar re-se d’an Henbont pe d’an Oriant - Cartolis

Postoù-min war-nes bezañ lestret e porzh Redon. Skeudenn tennet eus an diskouezadeg bet savet e 2018 e Mirdi ar Bageerezh. Maltouterien, warne chupennoù div regennad boutonioù, a veze eno abalamour d’ar c’henwerzh stank a oa adalek porzh Redon davet porzhioù tramor e Bro-Saoz hag e Kembre muioc’h c’hoazh, e lec’h e veze prenet glaou-douar (10 144 tonenn bet dilestret diwar ur vag ha daou-ugent e 1901) ha kaset postoù-min evel ar re a weler a-zehou (eizh lestrad postoù ha tregont, koulz ha 7 740 tonenn pouez, davet Kerdiz, Casnewydd hag Abertawe). Mirdi ar Bageerezh

Postoù-min berniet war gae mengleuz Mountain Ash,  brudet he glaou « steam coal » eus an dibab, evit al listri dreist-holl. Pontypridd Museum and Tourist Information Centre

Ur bajenn diwar rentañ-kont ur c’huzul-kêr e 1911. Un hent-houarn a oa abaoe 1885 o kas war-eeun eus Kastellbriant da Sant-Nazer. Dielloù kêr Sant-Nazer

An eskemmoù etre Breizh ha Kembre, mouget gant ar warezouriezh er bloavezhioù 1930

Un taol fall e voe an emgannoù war vor da goulz ar Brezel Bed Kentañ evit an eskemmoù etre an div vro…. Ha gant enkadenn vras 1929 e chomas ar flodad listri-karg en he fezh ouzh ar c’hae. War washaat ez eas an traoù c’hoazh abalamour d’ar reolennoù gwarezour bet savet gant ar gouarnamant gall diwar atiz mistri mengleuzioù norzh Bro C’hall. Evel-se e voe serret govelioù Trinieg e 1932 tra ma koazhe da vat ar fred war vor ha ma chome diwerzh postoù-min Breizh. War ar memes tro e kavas gwell ar Vreizhveuriz enporzhiañ legumaj eus Bro Bortugal e plas reoù Breizh. A bep tu eus Mor Breizh en em gavas dilabour kantadoù a vartoloded bep m’ac’h ae ki ar c’hompagnuniezhoù merdeiñ gant ar c’hazh. Ha pa gavas ar fred war vor ul lañs nevez adalek 1935 e voe roet e lamm da brantad aour ar c’henwerzh eus an eil ribl eus Mor Breizh d’eben gant aloubadeg an Alamaned e 1940.

An dundee Dixit e porzh Kerdiz, bet dilestret he c’hargad postoù-min pe he lastr, ha war-nez kargañ glaou-douar. E miz du 1937 e voe degaset glaou ganti e Rosko c’hoazh. Derc’hel a reas an aocherezh ganti ha pa ne greskas ket pelloc’h ar paramantiñ e Breizh tra ma koshae ar flodad. Foto bet tennet diwar al levr « Ar Vag. Voiles au travail en Bretagne », Levrenn II «Les caboteurs» (ar frikerien-kranked), Ti Embann / Editions de l’Estan

E koun Gwyn Griffiths, kazetenner ha skrivagner, oberour an tostaat Breizh ouzh Kembre, aet da Anaon d’an 29 a viz ebrel 2018

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « 1840-1940, Pa oa ar c’henwerzh war vor etre Breizh ha Kembre en e varr », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/05/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/1840-1940-pa-oa-ar-c-henwerzh-war-vor-etre-breizh-ha-kembre-en-e-varr

Levrlennadurezh :

  • Chémereau Hubert, « Quand le port de Saint-Nazaire vivait à l’heure galloise », Place Publique, Janvier 2011.
  • Pontypridd Museum, « Welsh coal – Breton steel », catalogue quadrilingue, 2010.
  • Chémereau Hubert, Les marins briérons, ArMen, n° 246, Décembre 2012.
  • Chémereau Hubert, « John Nixon, un ingénieur anglais à Nantes en 1841 », Place Publique, Juillet 2013.
  • Chémereau Hubert, « John Nixon, pionnier du charbon gallois en Bretagne », ArMen, Septembre 2011.
  • Lacroix Louis, Les écraseurs de crabes, les derniers voiliers caboteurs, Nantes, Éditions aux portes du large, 1947.

tro-dro :

 

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité