Etre ar 15 a viz Gouere hag ar 26 a viz Eost 1939 e kasas Mirdi broadel an arzoù hag an hengounioù pobl un enklask bras e Breizh-Izel. Dibabet e oa bet ar rannvro peogwir e oa digenvez he lec'hiadur, ha neuze, « gwirion », pa ne oa ket mui ar rannvroioù all, sañset. Ne oa ket un dra nevez aozañ seurt kefridioù. Ur c'hantved a-raok en doa embannet Kervarker ar Barzaz-Breiz. Unan eus ar re gentañ o tastum lennegezh dre gomz e oa bet eñ, hag e oberenn a voe hini gentañ ul listennad hir a levrioù embannet gant folklorourien. An nevezenti a oa da glask eus tu an hentenn hag an ostilhoù implijet. Frammet e oant bet gant Georges Henri Rivière, rener ar Mirdi nevez, a oa bet krouet daou vloaz a-raok e Pariz, p'edo Talbenn ar Bobl e penn ar Stad. Diazezet e oa an hentenn skiantel war kenlabour daou enklasker : Claudie Marcel-Dubois, sonerez piano ha muzikologourez, bet diplomet gant Skol al Louvre e Pariz, hag an abad Frañsez Falc’hun, yezhoniour bet diplomet gant Skol bleustrek ar studioù uhel (EPHE) e Pariz, arbennik war ar brezhoneg. Binviji teknik a voe implijet : Jeannine Auboyer, skoliadez e Skol al Louvre hag a oa aet ar maout ganti en ur genstrivadeg luc'hskeudenniñ, a oa he c'harg dezhi ober gant ar benveg poltredoù hag ar c'hamera, ouzhpenn – ar pezh a oa nevez-flamm – ur fonograf. Hollbouezus e voe ar benveg-se evit an enklask etno-muzikologiezh, rak kalz fealoc'h eo dielfennañ ar sonerezh pa vez labouret gant enrolladennoù. Evit ar mirdi e oa un doare da sevel e zastumadoù son kentañ, ouzhpenn.
Ur gefridi bet prientet ha... burutellet
Ar sonerezh a oa tem pennañ an enklask, met dedennet e oa an enklaskerien gant an dañs ivez, ar yezhoniezh, gant sokiologiezh ar ganerien hag ar sonerien (o buhez, o metoù sokial), ha gant ar binviji, ar reizhoù, ar gwiskamantoù hag ar c'hustumoù. Ne voe ket posupl dezho labourat diwar-benn pep tra. Al lennegezh dre gomz a voe o dodenn bennañ a-benn ar fin. Dastum a rejont kanaouennoù (198 etre tout) ha studiañ a rejont ar yezh (o notenniñ fonetik an testennoù kanet). Adalek penn-kentañ ar bloaz e prientas an enklaskerien o labour. Kas a rejont enklaskoù levrlennadur, ha skrivañ danevelloù melestradurel ha skiantel evit an enklaskerien aotreet a sternie anezho, evel ar yezhoniour Pierre Le Roux hag an etno-muzikologour André Schaeffner. A-hend-all, Claudie Marcel-Dubois ha Frañsez Falc’hun a gasas ur roll goulennoù savet ganto d'un niver bras a bennoù bras, a veleien, a gelc'hioù keltiek hag a dud anavezet evit kemer perzh en Emsav. Implij a rejont o respontoù evit dibab lec'hioù enklask ha kelaouerien da gejañ outo. Ur rouedad tud eus ar vro, a voe prizius-tre dezho e-pad o enklask, a groujont ivez e mod-se.
Gant ar rolloù goulennoù e voe anavezet ar raktres e Breizh. Lod eus an degemererien, evel Erwanez Galbrun, ken-renerez Kevredigezh ar C'helc'hioù Keltiek, Jean Delalande, eus strollad Ar Falz, pe Loeiz Herrieu, skrivagner ha diazezer ar gelaouenn Dihunamb, az eas e darempred gant Georges Henri Rivière, rener ar mirdi : sevel a raent a-enep d'ur gefridi aozet gant ar « gouarnamant » dre un ensavadur publik, fiziet e tud « dianavezet », eus Pariz ouzhpenn, pa glaske dizehan ar Stad distruj yezh ha sevenadur Breizh, a vefe neuze « laeret » digant ar Vretoned. Ret eo anzav ne oa ket Claudie Marcel-Dubois na Frañsez Falc’hun klaskerien vrudet d'ar mare-se, evel ma teujont da vezañ diwezhatoc'h. D'e abegerien e respontas Georges Henri Rivière dre lizher e oa breizhat unan eus ar glaskerien, bet ganet er Vourc'h-Wenn, hag e oa breizhat ivez hendadoù eben, a oa a-orin eus kostez Plangoed. Ouzhpennañ a reas ne oa ket amatourien anezho. Tud diplomet e oant er c'hontrol, ha displegañ a reas er c'hazetennoù e oa treuzkas folklor ar bobl unan eus palioù e ensavadur nevez. A-hend-all ez eas da skol-veur Roazhon e 1942, asambles gant Frañsez Falc’hun, evit fiziañ ez-ofisiel un eilad eus ar poltredoù hag ar pladennoù.
War an dachenn en ur mare dañjerus
Mont d'ur vro estren dezhañ a zivizas Frañsez Falc’hun goude o enklaskoù prientiñ. Al Leonad, brezhoneger unyezhek betek an oad a 6 vloaz, en doa desket brezhoneg beleg e skolaj Lesneven a-raok ober studioù war ar c'heltieg e Pariz. Met an abad ne anaveze ket mat rannyezhoù all ar brezhoneg, ar gwenedeg peurgetket, a zedenne anezhañ evit e enklaskoù war ar yezhoniezh. Divizout a rejont neuze mont da Su Penn-ar-Bed, gant ar spi kejañ ouzh sonerien daou-ha-daou eno, peurgetket. Skrigneg, e Kreiz-Breizh, a voe ar barrez ar pellañ en Norzh war o hent. C'hwec'h prantad a voe d'o labour war an dachenn, pep hini tro-dro d'ur barrez pennañ : Surzhur ha Prederion, Penmarc’h goude, Kemper, Gourin ha Kastell-Nevez-ar-Faou da echuiñ.
D'ar 15 a viz Gouere 1939, Claudie Marcel-Dubois ha Jeanine Auboyer en em gavas gant an abad Falc’hun e Surzhur, e Gourenez Rewiz. Aet e oa eñ eizhtez a-raok evit kustumiñ ouzh rannyezh ar vro. Diaezamant o doa o c'hendivizerien da lakaat o fiziañs enno e penn-kentañ, daoust da sikour an arzour Langleiz, a oa genidik eus Sarzhav. Met didrubuilh e krogas an enklask.
Kenderc'hel a reas memes mod er parrezioù all, gant kudennoù teknik a-wechoù (chomet boud ar sonenroller), ha daremprediñ a-wechoù all. Lure o doa tud 'zo da respont dezho, met an abad Falc’hun, a ouie brezhoneg, a sikoure kalz da gendrec'hiñ anezho. Disfizius e oa an dud abalamour da stad an traoù er broioù all ivez : emberr e krogfe ar brezel. Sañset e oa ar gefridi da badout betek kreiz miz Gwengolo, met echuiñ a reas d'ar 26 a viz Eost 1939, pa c'houlennas Georges Henri Rivière gant Claudie Marcel-Dubois ha Jeanine Auboyer distreiñ da Bariz. Dindan e giriegezh edont o-div, p'edo an abad dindan hini an Iliz.
123 den a oa bet aterset, en un ugent parrez bennak eus Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Dastumet e oa bet 7 eurvezh sonerezh, 437 poltred, 23 munut a film mut, ha produet e oa bet kantadoù a zielloù skrivet. Kaset e voe an dastumad maez eus Pariz, gant an aon e vije bombezennet kêrbenn Frañs. An enrolladennoù, bet miret en aozioù fall – en ul lec'h chomet kuzh, unan eus kestell al Liger moarvat –, a voe gwastet, neuze. Bloavezhioù ar brezel a viras Claudie Marcel-Dubois ha Frañsez Falc’hun ouzh labourat war an danvezioù bet dastumet ganto. Goude-se e pelljont an eil ouzh egile abalamour da labour pep hini : unan az eas da Roazhon da gemer kador-gelenn ar c'heltieg, eben az eas da ren rann an etno-muzikologiezh er mirdi. Ne voe ket embannet an enklask en o bev. Ouzhpenn d'an danvez-se e voe produet kantadoù a zielloù dre skrid (lizhiri, danevelloù melestradurel ha skiantel, pennadoù kazetenn, karnedoù notennoù kemeret war an dachenn, brastresoù, notennadurioù sonerezh ha yezhoniezh, hag all) : 2 684 pezh etre tout.
Hiziv e vez gwelet ar gefridi-se evel an hini he deus diazezet an etno-muzikologiezh e Frañs. An enklask bras kentañ aozet gant ar mirdi e oa bet, ha ganti eo bet kadarnaet e oa efedus doareoù nevez an enklaskoù etnografek. Un dalc'had pinvidik-tre evit ar glad hag ar skiant eo deuet an enklask da vezañ. Embannet eo bet e 2009 hag adkavet e vez bremañ war ul lec'hienn (e galleg) : https://les-reveillees.ehess.fr/.
Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos