Ar veinveur, bonnioù identelezh kreñv Arvorig

Aozer : Yannick Lecerf / Eost 2021
An nebeud roudoù chomet war-lerc’h sevenadurioù ar Paleolitik en Arvorig n’int ket evit ar re a gaver c’hoazh e toleadoù zo eus Kornog Europa. Reiñ a ra deomp ar Barzaz Breiz, bet dastumet gant Teodor Hersart a Gêrvarker, da grediñ e tennfe identelezh kreñv ar vro-mañ eus hêrezh dilec’hiadegoù ar Gelted a-hed Oadvezh an Houarn. Ur sell all avat, diazezet war araokadennoù nevesañ an arkeologiezh, a vez taolet war gement-mañ en deizioù a-vremañ : an Neolitik ha sevenadur ar veurvein a vije bonnioù kentañ un identelezh sevenadurel greñv bet oc’h en em ledañ d’ar c’houlz-se a-hed ribloù Europa ar Meurvor Atlantel.

Toleadoù ha lec’hiennoù brudet a zeu da soñj deomp kerkent ha ma vez kaoz eus mareadoù ar Paleolitik, a-hed ur milion a vloavezhioù pe dost : Perigord, Pireneoù, mougevioù Chauvet, Lascaux, Tautavel hag all… Ar plakennoù maensklent kizellet, bet kavet e kavennoù Plougastell-Daoulaz (Penn-ar-Bed), skolpennoù mein Menez-Dol (Il-ha-Gwilun), mougev ar Roc’h Toull e Gwiklan (Penn-ar-Bed) pe an nebeud goudorioù dindan reier bet kavet amañ hag ahont n’int ket evit al lec’hiennoù meurdezus ha brudet a gaver eus traoñienn ar Ron da su al Liger. Ha p’en deus tapet Jean-Laurent Monnier prouiñ e oa bet graet tan gant mab-den 450 000 bloaz zo war aod Ploeneg (Penn-ar-Bed) e chom gwall zister roudoù hon ragistor pellañ.

Dizoloadenn ur meurvaen. Dielloù departamant an Arvor : 43 Fi 595.Kavet zo bet un nebeud beredoù (Enez Tivieg, Enez Hedig…) eus mare ar Mezolitik (eus 10 000 da 7 500 kent JK), prantad ar binvioù mein munut anezhañ. N’eo ket bet kemmet dremm ar vro gant ar relegoù dindan-zouar-se, ken dister anezhe ken e vez graet van eus ar marevezh-se alies. Gant an Neolitik avat e vez abafet koulz ar veajourien ha tud ar vro eus ur penn anezhi d’egile. Taolioù-maen ha peulvanoù, arouezioù Breizh anezhe, zo ken talvoudus all d’an douristelezh ha da lorc’h Pobl Breizh.

Petra a vez graet an Neolitik dioutañ ?

Venus du fond de la Méditerranée par deux courants distincts (priajoù lietennet ha reoù sevenadur ar priajoù kribinet), war-dro 5 500 kent JK.  Degas a reas ar re-se kemmoù bras e framm ar c’humuniezhoù kent. En Arvorig avat, Ne gaver o roudoù kentañ nemet 500 vloaz goude-se.

Ur sell diwar-nij ouzh karn Barnenez d’an 10 a viz here 1960. Mirdi Breizh : 977.0016.8O vont da heul redioù al labour-douar hag ar sevel chatal eus an eil koulz-bloaz d’egile e perc’hennas ar c’hevredigezhioù-se toleadoù hag o c’hempenn a rejont a-ratozh-kaer. Testenioù splann eus o bezañs eo o bezioù hag ar peulvanoù bet lakaet en o sav gante ; roudoù o annez avat n’eo ket aezet o merzhout war ar maez. Labourioù divent a voe kroget gante en Arvorig ken abred ha deroù an Neolitik. Savadurioù mein bras-meurbet (ar c’harnoù) a voe savet gante da sebeliñ ar re varv.

Karn Barnenez e Plouezoc’h (Penn-ar-Bed) eo an hini meurdezusañ-tout anezhe, ken hir ha 75 m, ken ledan ha 22 m ha krennet e uhelder da 6m en e stad a-vremañ. Mont a ra an div logell-vez bet savet da gentañ hag an teir all bet savet nebeut amzer war o lerc’h d’ober ar savadur kentañ, mein-pastur-tout. Hervez an dielfennadennoù bet graet dre ar c’harbon 14 e c’heller lec’hiañ ar c’harn-se etre  4 800 ha 4 500 kent JK. Pa ne oa ket bras awalc’h e oa bet astennet nebeut amzer goude-se gant c’hwec’h logell-vez ouzhpenn. N’eo ket dav taolenniñ dre ar munud kement savadur ac’h a d’ober an hir a aridennad-se. Eus Enez Karn e Gwitalmeze (Penn-ar-Bed) betek Bro Garnag ha turumell vras Sant-Vikael, e kaver ar bezioù bras-se a-hed an Arvor, pe c’hoazh a-hed ar stêrioù, evel hini Santoz (Penn-ar-Bed). Reoù all a gaver c’hoazh e kreiz ar vro, evel hini la Croix Saint-Pierre war gomun Saint-Just en Il-ha-Gwilun, pe Ar Vein Gozh Ruz e Kolpo (Morbihan) a ziskouez e oa annezet ar vro en he fezh d’ar c’houlz-se.

D’ar memes koulz e voe kroget da lakaat pezhioù mein en o sav a-hed linennoù bet choazet a-ratozh-kaer. Ur gwir bamm eo an ampartiz zo bet ret da sevel steudad Taol ar Re Varchand e Lokmariaker (Morbihan), seitek pezh karregenn ortogneis anezhi d’an nebeutañ, bet dilec’hiet ha savet e deroù an Neolitik a-hed un ahel norzh-su. Diwar an div oaled vras bet dizoloet e steudadoù Saint-Just e c’heller lec’hiañ o savadeg etre 4 730 ha 4 380 kent JK. Diskouezet o deus ar furchadegoù bet kaset war lec’hienn ar Vein Sonn e Monteneuf (Morbihan) e oa bet savet ar re gentañ anezhe war-dro 4 300 kent JK hag ar re ziwezhañ 2 000 bloaz diwezhatoc’h.

Steudadoù mein veur Monteneuf (10 a viz meurzh 1998). Foto gant Alain Amet. Mirdi BreizhEn em dreiñ a reas doareoù ar savadurioù a-hed an 3 000 bloavezh ac’h a d’ober ar prantad-se. War un dro e tiskouez ar c’hizelladennoù a gaver warne ur preder hag un arz a live-uhel. Gant ar marv hag ar bed all e oa prederiet-bras pobladoù ar c’houlz-se, pelloc’h evit Arvorig e-unan . Eno evel e lec’h all e ro an engravadennoù-se ur merk benel d’ar bezioù. Diouzh m’eo ket ledet ar c’horfoù, souchet e mod ur grouell, ha diouzh ar profoù bet laosket en o c‘hichen e c’heller soñjal e veze klasket aezetaat azginivelezh ar re varv.

Dispak kevredigezhioù an Neolitik en ur bed digor-frank

Estroc’h evit ar veurvein ac’h a d’ober sevenadur meur an Neolitik avat. Prantad an eskemmoù a bell vro e oa ivez, koulz war an douar, war vor ha dre ar stêrioù. Ne oa eus frapadoù merdeiñ kentañ sevenadur ar priajoù kribinet a-hed aodoù ar Mor kreizdouar hag a-hed ar Ron nemet deroù ar beajoù hir war vor. Ur brouenn splann eus ampartiz vras ar gilvizien-bagoù gentañ eo bag-pilprenn an Neolitik bet dizoloet e taouarc’hegi Eadar-dha-Ghabhal e An Lorgain (Lurgan), e Bro Iwerzhon. Tapet o doa ar re-se sevel ur vatimant azas d’ar beajoù hir war vor oc’h uhelaat ar skafig 16 m-se gant ur vordaj gwriet de planches cousues à cet esquif de 16 m de longueur, ils conçoivent une grande embarcation capable de longs périples marins. Les fréquentes gravures rupestres du littoral de la Manche à la mer du Nord suggèrent une activité habituelle. Datée des débuts de l’âge du bronze, l’embarcation aux bordés cousus découverte à North Ferriby dans le Yorkshire (Angleterre) témoigne d’une longue pratique de la construction navale. En observant les déplacements de certaines roches, parures ou outils lithiques, on constate la présence de nombreuses pendeloques et perles en varisit iberat e meur a savadur, strevet un tamm e pep lec’h war aodoù Kornog ar Meurvor Atlantel. Bouc’hili metadolerit deuet eus mengleuz Plusulian (dep. An Arvor) a gaver eus glannoù ar Rhein betek su Breizh-Veur.

Ur vouc’hal lufr e metadolerit . Mirdi Breizh : 880.0027.41Talvoudus eo lec’hienn veurdezus Stonehenge ivez (Co. Wiltshire, Bro-Saoz) evit goût hiroc’h war an Neolitik.Tapet o deus arkeologourien Breizh-Veur displegañ penaos e oa bet kaset betek eno an daroù bras bet tennet er-maez eus mengleuzioù Y Preselau (Preseli Hills) e Bro Gembre, 300 km alese. War vor e vije bet graet un tamm mat eus ar veaj-se, hervezo. Ha pa oa bet savet an trede lodenn eus al lec’hienn-se war-dro 2 100 kent JK, ne c’heller ket ijinañ ur veaj war vor a seurt-se, kuit ag ur skiant war ar merdeiñ bet prenet pell-mat e oa dija. Er memes mod, n’eus doutañs ebet da gaout war skiant ar verdeadurezh d’ar c’houlz-se ha war gavadenn an arkeologourien dramor-se pa soñjer e dilec’hiadeg war vor ha war stêr an tamm brav eus peulvan bras Lokmariaker, bet kaset betek Gavrenez en Arvor-Baden da c’holoiñ ar c’harn a oad o sevel eno. Kadarnaet eo bet ar beajoù-se war vor gant meur a gavadenn dindan-vor, ken splann ken e c’heller soñjal e oa eus aodoù kornog ar Meurvor Atlantel ur mell dachenn eskemm madoù, dafar… ha menozhioù.

Kredennoù pennbouzellet gant ar c’hlaskerezh

Pa seller a-dost ouzh lusk emled ar veurvein war an dachenn atlantel-se, pa studier doareoù ar sevel karnioù, taolioù-maen ha savadurioù all ar prantad-se, pa geñverier an eil engravadenn war vaen gant eben, e teu splann deomp e oa tost-tre an eil poblad eus an dachenn-se ouzh eben. Spisadennoù prizius zo bet degaset war gement-mañ gant hon c’heneiled e Skol-veur Göteborg (Sveden), nevez zo. Goude bezañ bet o studial tost da 3 500 lec’hienn meurvein enne e kornog Europa he deus tisklêriet an arkeologourez Bettina Schultz e oa Breizh kavell sevenadur atlantel ar veurvein. O kemer harp ouzh adegadurioù resis hag ouzh hañvalderioù er sevel mein hag e teknikoù all, e ro deomp da gompren pegen don eo bet levezon sevenadur meurvein Arvorig war ar pobladoù troet o spered hag o selloù war-zu ar mor.

Pa glasker liammañ kement-mañ gant roadennoù arkeologel all (emdroadur ar sevel-mein, talvoudegezh arouezel an engravadennoù war vaen, doareoù ar sebeliañ, gouestloù d’ar re varv hag all…) ne c’heller ket chom hep soñjal zo bet levezonet un dachenn ledan a-hed aodoù ar Meurvor gant identelezh kreñv sevenadurioù Arvorig adalek diwezh an Neolitik pellañ. Adal ma lakaer kement-mañ da wir ne c’heller ket chom hep kompren e oa ret d’an holl bobladoù-se en em gompren an eil eben evit gallout eskemm koulz dafar ha skiant. Ha, diwar an anadenn-se, en em gav pennbouezellet an holl brezegennoù diwar skañv oc’h embann d’ar seizh avel e teu ar yezhoù a gomzer c’hoazh war an dachenn-se eus an dilec’hiadegoù tud a vije bet da goulz Oadvezh an Houarn.

Hervez al labourioù-klask bet kaset e korf an dek vloaz tremenet gant ur bagad eus ar gwellañ arbennigourion zo en Europa (Marcel Otte, Mario Alinei, Francesco Benozzo, Xavierio Ballester, T.F. O’ Rahilly ha kalz a re all c’hoazh) e vije bet e gwirionez daou strollad yezh distag an eil diouzh egile. An hini kentañ anezhe a vije bet dioutañ abaoe deroù an Neolitik war un tamm mat eus aodoù ar Meurvor Atlantel (su ragenez Iberia, Iwerzhon, Kembre, mervent Breizh-Veur ha Breizh) . An eil anezhe, a vez graet Leponteg dioutañ e kreiz Europa, ha keltieg gant ar braz eus an dud, a vije deuet war-wel diwezhatoc’h da goulz Oadvezh an Houarn.

Kartenn bost. Mirdi Breizh : 2016.0000.3713

Harp ouzh azeulidigezh ar re varv hag an hendadoù e  lakaas saverien mein an Neolitik war wel d’an holl, dre o bezioù ramzel hag o feulvanoù, o ampartiz war ar sevel mein bras. Diskouezet o deus ivez e oa frammet hag urzhiet spis-awalc’h o c’hevredigezhioù da vezañ kat, war un dro, da vagañ o izili ha da gaout amzer da gas al labourioù meur-se. Troet war zu ar morioù (Mor Breizh, Mor an Hanternoz, Mor kreizdouar) e tiforc’has ar gevredigezh-se abred-tre diouzh ar re all, da gas pelloc’h sevenadur ar veurvein ha soñjezonoù dibar stag ouzh un identelezh sevenaduel kreñv. Arouez splann ur prantad ma oa gant Arvorig ur perzh eus ar re pouezusañ eo meurvein Breizh. Bammet e chomomp bepred gant liested ha pinvidigezh teknik ar peulvanoù, ar c’harnoù hag an alezioù-to, testoù meur prantad an Neolitik, eus 5 000 da 2 200 kent JK. Aze emañ, a dra sur, oavezh aour ragistor Breizh !

 

Bet troet diwar ar galleg gant J-D RObin

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yannick Lecerf, « Ar veinveur, bonnioù identelezh kreñv Arvorig », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/08/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-veinveur-bonniou-identelezh-krenv-arvorig

Levrlennadur :

 

  • Briard Jacques, Dolmens et Menhirs, Paris, Éditions Gisserot, 1990.
  • Giot Pierre-Roland, L’Helgouac’h Jean, Monnier Jean-Laurent, Préhistoire de la Bretagne, Rennes, Éditions Ouest-France, 1979.
  • Lecerf Yannick, Les Mégalithes de Monteneuf, Paris, Éditions Gisserot, 2001.
  • Lecerf Yannick, Les Pierres droites : réflexions autour des menhirs, Rennes, DAO, 1990.
  • Lecerf Yannick, La Bretagne préhistorique : les peuplements, des origines à la conquête romaine, Morlaix, Skol Vreizh, 2014.
  • Lecerf Yannick, Bretons et Celtes. Quand le monde de l’archéologie s’interroge ou les incertitudes de la Celtitude, Le Coudray-Macouard, Les Acteurs du savoir, 2017.
  • Lecerf Yannick, Le traitement de la mort à travers les âges. Une leçon d’humanité, Le Coudray-Macouard, Les Acteurs du savoir, 2018.
  • Le Roux Charles-Tanguy et Lecerf Yannick, Le grand cairn de Barnenez, mausolée néolithique, Paris, Éditions du patrimoine, 2003.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité